Tristan Le Govic a zo ganet en Oriant e Breizh. Kroget eo da soniñ get an delenn pa oa c'hwec'h vlez hepken e Skol Sonerezh Hengounel Soye (Plañvour). Hoaladur ar sonerezh a vo da viken.
Ar prizioù lies a zo roet dezhañ e-pad e studioù a verk anaoudegezh vat donezon ur soner diraezet. Neuze war al leurennoù etrevroadel e vez komzet diwar e benn get ar burutellerien evel unan eus an delennerien a bouez bras.
E awen a buñs e kreizig-kreiz ar sonerezh, ar varzhoniezh, ar mojennoù gwir pe krouet, kerkoulz en natur pe gant fromadennoù ar pemdez - met gwech ebet dister. Al lusk, an heson a zo elfennoù a bouez bras en e sonerezh. Fiñvadenn dizehan e ved a zigor dorioù ur spered-krouiñ dispar.
Pedet eo bet gant an delenerez Corrina Hewat da gemer perzh gant he fennoberenn The Song of the Oak and The Ivy ha sonet gant Mary Macmaster, Wendy Stewart, Heather Downie ha Bill Taylor evit an 30vet deiz-ha-bloaz Gouel Telenn Etrevroadel Edinburgh (2011).
Displegerien a gomz deus hud e delenn, e dizh, skiant dreistordinal e sonerezh, e zoare glan da seniñ. Ur c'hlaouenn greñv eo e sonadegoù evel hini sonet gant e driad bet savet gant Tangi Le Hénanff (kontrebas, boud) hag Alan Quéré-Moysan (toserezh).
Embannet eo bet gantañ an Antologiezh Telenn Breizh, un dastumadeg tri levr skridoù-sonerezh gant anvioù ar re vrudetañ eus an delenn (Alan Stivell, Kristen Noguès...).